Geriaoueg teiryezheg dibar da g/KDE
Daoust m'eo bet embannet Geriaoueg ar Stlenneg gant Guy Etienne pevar bloaz
'zo (goude labourioù o doa difraostet an dachenn), ar wech kentañ
eo e vez lakaet e pleustr seurt geriaoueg. Un tamm kollet e c'hell an den
en em gavout pa grog da c'hoari gant troidigezh vrezhonek KDE, setu perak
e embannan amañ hor geriaoueg-labour. 7 rann a ya d'ober pep enmont
: an droienn e saozneg, e galleg hag e brezhoneg (o zri war kombodoù
kichen-ha-kichen, glas liv an drekleur anezho) ; skouerennoù e pep
yezh (war an tri c'hombod a heul ) ; hag evit echuiñ un termenadur
(a-dreuz ar bajenn). N'eo ket klok ar geriaoueg-se, ha deuet mat
e vo kement kinnig a-fet e endalc'had pe e stumm.
Pajenn
c'heriaouiñ KDE, hizivadur diwezhañ d'ar 10 a viz Mae
1999.
Ma kavit fazioù, m'oc'h eus gwelladenoù da ginnig, pe
ma n'oc'h ket a-du gant dibaboù 'zo, degemer a rin gan plijadur
kement evezhiadenn. Skrivit din