Tunioù evit staliañ KDE
Ur sturlevr staliañ klok n'eo ket ar bajenn-mañ. Diouer a
ra c'hoazh ar seurt levr e brezhoneg. Ma vez amzer gant unan bennak evit
kas da benn ar seurt troidigezh, e vo degemeret gant levenez gant an holl
arveriaded brezhoneger ! Da c'hortoz em eus savet al linennoù dindan
da heul, gant ar spi e c'hello difraostañ un tamm an dachenn.
Ar gudenn brasañ gant KDE eo e vez diazezet war ur seurt reizhiad
korvoiñ n'eo ket hini a vez staliaet ent-eeun peurliesañ
war urzhiataer an den. Neoazh abaoe mizioù e teu tamm ha tamm ar
reizhiadoù frank er-maez deus ar skeud ma oant bet dalc'het ennañ
gant marc'hadourien stlenneg (an embanner meziantoù pennañ
peurgetket, Microsoft e anv). Kregiñ a reer da gavout urzhiataeroù
staliaet gant Linux ha KDE, ha prest da loc'hañ kerkent ha luget.
A-benn ma vije deuet kement-mañ da vezañ un dra boutin, e
ranko an darn vrasañ ac'hanomp kas da benn an argezh staliañ
ur reizhiad korvoiñ. Pezh n'eo ket ken diaes-se pa heulier an hentenn
reizh pazenn ha pazenn.
Lankad 1 : staliañ ur reizhiad korvoiñ ar seurt Unix
Hervez doare ho urzhiater e vo ledan pe ledanoc'h an dibab. Ma vez anv
eus ur c'horrurzhiataer er-gêr, ar pep aesañ eo dibab ur sederom
ma vez kavet warnañ un Unix digoust ha KDE war un dro (Caldera,
SuSE
pe FreeBSD evit PC, MkLinux
ha LinuxPPC evit Mac hag Amiga da
skouer). Lod eus ar reizhiadoù-se a c'heller pellgargañ adalek
ar genrouedad, hep implij a sederom neuze, hogen ar c'hementad a restroù
da engargañ (etre 80 ha 500 Mo) a c'hell ho lakaat diaes. Ret eo
c'houzout n'eus netra a vir ouzoc'h a staliañ meur a urzhiataer
gant an hevelep sederom, hervez termennoù lezennel ar seurt meziantoù
frank. Ma vez anv eus ur post-labour en ho stal, e vo bet staliaet un Unix
gant ar saver peurliesañ ; ma ne vije ket kont evel-henn, dav deoc'h
gouzout e kaver embannadurioù Linux evit Sun-Sparc ha Digital-Alpha.
Lankad 2 : staliañ KDE
Pakit ar restroù a ya d'ober KDE e stumm pe stumm : dre bellgargañ
adalek ftp://ftp.kde.org/pub/kde/stable
pe unan eus e lec'hiennoù melezour, dindan stumm restroù
tarzh da gempunañ, pe dindan stumm restroù binarel ; dre
sederom erfin evel ar re meneget a-us, pe lod all c'hoazh a vez renablet
war lec'hienn KDE. M'oc'h eus tapetKDE
en ur stumm binarel, kefridi merour staliañ ho reizhiad e vo e lakaat
e plas. Da skouer rpm eo ar seurt goulev war ar bras eus savennoù
Linux. Pa vo kaset da benn an lankad-se, en em gavo ar wezennadur restroù
dindan /opt/kde pe /usr/local/kde (diskouezet eo ar renkell-mañ
dre ar varienn KDEDIR).
Lankad 3 : lakaat KDE da getal an arveriad
Dre ma 'z omp war ur reizhiad Unix, pep arveriad en deus ur gont distag,
dezhañ un anv hag ur ger-tremen. Da bep hini dibab (pe get) KDE
da endro gorretaol evitañ, dre seveniñ (pe get) an urzhiad
$KDEDIR/bin/usekde
Ne chomo ken nemet kefluniañ KDE evit dibab ar brezhoneg da
yezh ar c'hetal (lañser "K" -> "Settings" -> "Desktop" -> "Language"
-> "Breton").