Gouestlet eo ar pajennoù-mañ da

Chanter brezhonekaat ar stlenneg

evit mont e brezhoneg gant ho urzhiater

Pal : brudañ ha strujañ ar strivoù sevenet a-benn brezhonekaat meziantoù. A-drugarez d'ar meziantoù frank peurgetket eo boulc'het ar chanter-se

 
 

A-douez ar raktresoù war ar stern pe gaset da benn, menegomp :

  • KDE, un endro gorretaol evit savennoù ar familh Unix
  • Mandrake, un dasparzhadenn Linux evit PC
  • Opera, ur merdeer, posteler ha lenner keleier klok
  • Phorum, ur meziant evit merañ foromoù war ar gwiad
  • LDP, Linux Documentation Project, un teskad dornlevrioù a-zivout Linux
  • WinISIS, ur meziant evit merañ daveennoù levraoueg
  • AbcNavigator, ur meziant evit aozañ ha seniñ tonioù skrivet en ABC

  • Pajenn hizivaet d'ar 30 a viz Mezheven 2007