Pennbajenn troidigezh vrezhonek KDE
Kavet e vo amañ da heul titouroù o tennañ da droidigezh
vrezhonek KDE. Un endro stlennek dispar (hag an hini kentañ bet troet
biskoazh e brezhoneg) eo KDE. Hegerz war kement doare urzhiataer 'zo --
: PC, Mac, Atari, Amiga, stalennoù Sun-Sparc, HP, DEC-Alpha, IBM-RS/6000,
SGI... -- gant m'en en gavo war hemañ diwezhañ ur reizhiad
korvoiñ a seurt gant Unix (Linux pe NetBSD du-se, pe ar reizhiad pourvezet
gant saver an urzhiataer en ho stal)
Er bajennoù-mañ e klaskan eilgeriañ d'ar goulennoù
a-heul :
- Petra eo KDE ? Petra a zegas d'ar vrezhonegerien ?
Kit da weladenniñ lec'hienn KDE
(e saozneg) evit an eil goulenn.
Lennit ar pennad savet er mizieg Bremañ
evit egile.
Gwelit penaos e wel skipailh diorren KDE bezañs ar yezhoù bihan
en e gannadig - Penaos staliañ KDE du-se
?
Un nebeud tunioù evit ho heñchañ
- Penaos brezhonekaat stummoù kent KDE, ha peurvrezhonekaat
ar stumm-red ?
Palastroù evit embannadurioù
1.0, 1.1 ha 1.1.2 KDE - Petra a dalvez ar ger-mañ-ger ?
Ur c'heriaoueg teiryezhek enlinenn
War ar stern emañ troidigezh vrezhonek stumm 2 KDE. Tra nevez, ennañ
e vo kavet un heuliad burev (skridtreterezh, loger, stlennvon, grafer...),
a vo hini kentañ hegerz en hor yezh.
Deuet mat oc'h evit enkargañ hag amprouiñ troidigezh
vrezhonek KDE. Ma kavit fazioù pe m'oc'h eus gwelladenoù da
ginnig, e vefen laouen d'o zegemer. Skrivit din : jan
barrennig-stagañ
mai
pik drapier
e ti numericable
pik fr
.