Ur reizhiad klok e brezhoneg evit ho
urzhiataer
Petra eo KDE ?
Evit meizañ petra eo KDE, klaskomp taolenniñ framm un urzhiataer a-vremañ. Pevar gwelead a ya d'e ober. En traoñ tout e kaver ar periant hag ar meriant, parzhioù elektronek ha korrc'houlevioù enframmet enno. Gant ar c'hasaus ma vije, da skouer, dilec'hiañ pazenn-ha-pazenn pennoù ar bladenn galet tra ma vez homañ o treiñ, ez eus bet savet un eil gwelead, hini ar reizhiad korvoiñ, a oar kinnig servijoù un tamm klokoc'h (evel krouiñ, lenn, skrivañ pe dilemel ur restr). Pa ne oa ket kaoz betek-henn a gehentiñ etre an urzhiataer hag e arveriad, setu dres kefridi an trede gwelead, hini ar C'hetal Arveriad Kevregat (Graphic User Interface) a ver trobarzhelloù enkas (stokellaoueg, logodenn) ha diskas (skramm, uhelgomzer). Diwar neuze eo prest an endro evit degemer an arloadoù, a zo meziantoù dezho ur c'hefridi pleustrek (skridaozañ testennoù, krouiñ skeudennoù, seurfiñ war ar gwiad ha me 'oar), hag a ya d'ober ar pevare gwelead.
An trede hag ar pevare live eo domani KDE, ar C'hetal Arveriad Kevregat (al lodenn uhelañ anezhañ evit gwir) hag an arloadoù neuze. Souezhadenn gentañ : digoust eo KDE. Kemer a ra harp war ur reizhiad korvoiñ eus familh Unix (unan genglotus gant ezpizadur Posix, pa lavarin mat), hag evel-just war ar periant zo dindan. Hag aze emañ un eil burzhud : kavout a reer reizhiadoù korvoiñ eus ar seurt Unix, ha digoust, war an holl doareoù urzhiataer a c'hell bezañ en ho kerz. Pa vez war ur c'horrurzhiataer (PC, Mac 68k ha PowerMac, Amiga, Atari) eo koulz ober gant Linux pe NetBSD. Pa vez war ur post-labour Sun, DEC/Alpha, HP/Ux, IBM RS/6000) e vo KDE en e vleud gant reizhiad korvoiñ ar saver.
Perak kement a vadelezh ?
Pennaennoù ar Meiziantoù Digor o Zarz (MDZ) eo a zo e kont. Kontrol-mik da re un embregrezh hollc'halloudus lec'hiet e-kostez Seattle ez int. Anavezet eo emzalc'h Microsoft e-keñver ar yezhoù bihan. A-du emañ evit embann o meziantoù e n'eus forzh pe yezh... keit ha ma vez paeet ar frejoù treiñ gant an neb a c'houlenn. Sed ar pezh o deus asantet ober gouarnamant emren Euskadi (hini an teir froviñs) ha gouarnamant Republik Iwerzhon. Ha reizh e kavit e lakfe un embregerezh pinvidik-mor evel hennezh da baeañ ar pobloù bihan, tra ma embann war-eeun er yezhoù "impalaerour" war e goust ?
Deuet eo ar mennozh sevel MDZ e metoù ar glaskerien hag ar skolioù-meur
diwar ar fulor a save o welet peseurt meziantoù kamm e veze lakaet
an dud da baeañ, tra ma veze kelennet ganto, hag abaoe pell, teknikoù
amprouet hag efedus evit ober meziantoù a-feson. Reizhiad restroù
Unix da skouer, hag a zo bet ijinet tregont vloaz zo, a chom dreist da
hini MS-DOS, a boan gwellaet evit Windows95/98. Setu perak int en em lakaet
da sevel meziantoù kempenn ha frank. O soñjal e oa bet paeet
o labour enklask gant tailhoù an holl, o dije kavet direizh lakaat
an dud da baeañ un eil gwech.
N'eo ket tre an hevelep tro-spered hag hini a gaver gant an "Eskemmant" (Shareware) pe zoken an Netrant" (Freeware) zo boazet da arveriaded ar PC, e-lec'h ma skriv hiniennoù distag goulevigoù plijus a ginnigont marc'hadmat pe digoust d'an holl. Evit ar MDZ e kenlabour ur rouedad arbennigourien, mennet da skrivañ ar gwellañ meziant a c'heller evit pep tachenn. Embannet e vez an tarzhoù, zo enno "sekredoù oberiañ" a-stroll gant ar meziant e-unan. Peadra d'an neb a fell dezhañ ouzhpennañ pe kemmañ un dra bennak d'hen ober, kement ha dezhañ pourvezañ e gemmoù d'an holl. Dre ar Genrouedad e teu buan a-walc'h ar seurt raktres da vont war-raok fonnusoc'h hag efedusoc'h eget e n'eus forzh pe embregerezh prevez.
Abaoe un nebeut bloavezhioù eo krog ar raktresoù MDZ, kenurzhiet daoust d'an diouer a c'halloud kreiz, da dennañ da reizhiadoù klok, ha tizhout a reont perzhioù dreist d'ar re genwerzhel. En holl reizhiadoù ar familh Unix ez eus d'an nebeutañ parzhioù MDZ o orin. Linux zo unan anezho, kroget da ziorren e 1993, hag a zo MDZ penn-da-benn. Evit talañ ouzh reizhiadoù kenwerzhel ne vanke nemet ur c'hetal kevregat a-zoare. Sed pal ar raktres KDE lakaet war ar stern e dibenn 1997. Mennet eo bet animatourien ar raktres-se da gemer e karg ar yezhoù niverus a vez komzet dindan lagad an heol, ha galvet tud a youl-vat evit kas an troidigezhioù liesseurt da benn. E Breizh ez eus en em lakaet tri ijinour war ar bec'h-se, Romuald Texier, Herve Gourmelon ha me, gant skoazell skiantel Fulub Jakez eus Servij ar Brezhoneg.
KDE, pegoulz, pelec'h, penaos ?
Ar re zo mall warno a c'hello pellgargañ KDE adalek al lec'hienn http://www.kde.org, keit ha ma vo kemennet gant al lec'hienn-se ez eo prest an doare 1.1.1. Ezhomm o devo staliañ ivez doare 1.42 al levraoueg kevregat Qt zo e http://www.troll.no/qt. Un tammig diwezhatoc'h e vo dasparzhet KDE war Sederom gant meur a aozadur zo boazet da ginnig bep ar mare un dibab eus ar gwellañ meziantoù frank evit savennoù doare Unix (Caldera, SuSE pe FreeBSD evit PC, MkLinux ha LinuxPPC evit Mac hag Amiga da skouer).
Staliañ a reer KDE evel n'eus forzh pe bakad meziantoù. Pep reizhiad Unix a enframm ur merour staliañ a gemero ar gefridi e karg. O vezañ war ur reizhiad Unix, e vo gant pep arveriad un gont distag, dezhañ un anv hag ur ger-tremen. Da heul ar staliadur e c'hellot lakaat e pleustr kdm, goulev KDE e karg da zegemer an arveriaded, pe leuskel ho hini kent e plas. D'o zro, pep arveriad a c'hello seveniñ un urzhiad a lako KDE da endro gorretaol evitañ, pe chom hep en ober. Ne chomo ken nemet kefluniañ KDE evit dibab ar brezhoneg da yezh ar c'hetal.
Daoust ha derc'hel a c'hellit ho reizhiad kent ? M'ho poa un Unix a-raok, ne vo lamet netra da geñver ar staliadur-se. Ma n'ho poa ket, e vo ret deoc'h staliañ unan, o kregiñ gant rannañ ho pladenn galet evit ma c'hello ar reizhiadoù korvoiñ liesseurt kenvevañ gant pep a egor distag. N'eo ket dav avat skarzhañ kement tra a oa staliaet a-gent. Gant mavegoù evel FIPS pe Partition Magic da skouer, e c'heller rannañ ur parzhadur eus ar bladenn galet a chomfe egor ennañ, evit ober daou gantañ. Goulev staliañ Linux da skouer ho heñcho war an argerzhadur-se.
KDE d'ober petra ?
Kavout a reer evit KDE an doare arloadoù burev boutin : skridtreterezh, loger, aozer kevregañ, stlennvon, posteler, merdeer... Hag ivez meziantoù all divoutinoc'h a bled gant treterezh skeudennoù galloudel, mererezh ar son... Estreget meziantoù azasaet da gKDE a c'heller luskañ evel-just, nemet n'o devo ket neuz hag emzalc'h re gKDE.
Evit eskemm roadennoù gant tud reizhiadoù all ganto, ez eo digudenn keit ha ma rit gant furmadoù anavezet. Furmadoù zo a zo hollvedel : HTML, GIF, JPEG, WAV, Midi... Furmadoù all zo perc'hennet avat (Word, Excel, Access...). Aliesik e vez ur furmad ahel a ro an tu da eskemm etre savennoù disheñvel (RTF diwar MS-Word ; "plaen bevennet" evit ur stlennvon...). N'az pezit ket aon da chom bac'het e klub mignoned KDE.
N'eo ket disi sur a-walc'h an droidigezh graet betek-henn, n'eo ket klok kennebeut : en tu-hont d'ar graoñenn, dibaot a arloadoù zo bet troet c'hoazh. An teuliadur (dornlevrioù skoazell enlinenn) a chom da dreiñ en e bezh ivez. Ha war ziorren bepred emañ KDE. Setu perak e vo deuet mat kement hini a ginnigo skoazell evit kenderc'hel gant al labour-se. Da heul, emichañs, e savo c'hoant en embannerien meziantoù da sevel int ivez ur droidigezh vrezhonek evit o c'henderc'hadoù.
Jañ-Mai Drapier
postel : jan-mai.drapier@mail.dotcom.fr
War bouez un nebeud gerioù displeget amañ da heul (ha
termenet e Geriadur ar Stlenneg gant Guy Etienne), ez eus bet graet gant
ar re a gaver e Geriadur Brezhoneg An Here