Troidigezh vrezhonek Opera

Setu da heul restroù enno troidigezh aozadennoù diwezhañ Opera. Evit tennañ splet anezho, ur wezh enkarget ha staliet Opera (adalek al liamm mañ da skouer), ne chom ken nemet enkargañ unan eus ar restroù en daolenn a-is, hervez ho reizhad hag an aozadenn eus Opera a zo en ho kerz.

Deiziad-Aozadenn\Reizhiad
Windows
Linux
16/02/2007
9.02
brezhoneg-9.02W-JMD16022007.lng
brezhoneg-9.02L-JMD16022007.lng
9.10
brezhoneg-9.10W-JMD16022007.lng
brezhoneg-9.10L-JMD16022007.lng
30/06/2007
9.00

brezhoneg-9.00L-JMD30062007.lng
9.02
brezhoneg-9.02W-JMD30062007.lng
brezhoneg-9.02L-JMD30062007.lng
9.10
brezhoneg-9.10W-JMD30062007.lng
brezhoneg-9.10L-JMD30062007.lng

Kargit hi, hag enrollañ lec'h ma karit (da skouer e C:\Program Files\Opera). Da c'houde evit e lakaat da dalvezout, klikit war barren al lañser pennañ « Tools », da c'houde « Preferences » (pe ar verradenn glavier kevatal Reol+K12), e traoñ ar prenestr el lodenn « Select your prefered language for Opera an Web pages » klikit war an nozelenn « Details », ha war an eil prenestr difoupus dindan ar meneg « User interface language » klikit war an nozelenn « Choose ». It da gerc'hat ar restr vrezhonek e-lec'h m'ho peus he enrollet, klikit war an nozelenn « Open », da c'houde war an nozelenn « OK », ha neuze e rankfe ar brezhoneg bezañ aet da Ofisiel. Daoust da mellad 2 ar vonreizh c'hall...

Na dermit ket, grit un amprouadenn. Deuet mat eo ho tivankadennoù hag hoc'h evezhiadennoù, dre bostel.