Troidigezh vrezhonek AbcNavigator
Ur benveg evit aozañ hag implij restroù sonerezh er furmad
ABC eo AbcNavigator. Mont a ra en-dro war urzhiataeroù doare PC
dindan Win95, Win98 pe WinNT hepken (evit poent : anv 'zo « treuzdougen
» anezhañ war doareoù urzhiataer all). Savet eo bet
e-pad e eurvezhioù vak gant ur breton tomm ouzh sonerezh hengounel
Bro-Iwerzhon (anezhañ ur soner ampart war ar banjo). Divizet en
deus e chomfe digoust e veziant, ha laouen e oa e vije savet an droidigezh
vrezhonek anezhañ.
Kavet e vo amañ :
-
Ul liamm davet pennbajenn
AbcNavigator (e galleg), 'lec'h ma c'haller enkargañ ar meziant.
-
Ul liamm davet pennbajenn
al lavar ABC (e saozneg) ma vez displeget enni tresoù pennañ
ar « yezh »-se ha kavet e-leiz a liammoù ouzh dastumedennoù
tonioù liesseurt pe veziantoù niverus evit plediñ
ganti.
-
Ur restr wasket enni stumm brezhonek etrefas
ar meziant.
-
Skridoù etrefas ar meziant e teir yezh : saozneg, galleg ha brezhoneg.
Teir lodenn a ya d'e ober : menu (meuziadoù),
string
(hedadoù) ha hint (tunioù).
Deuet mat oc'h evit enkargañ hag amprouiñ
ar meziant-se hag e droidigezh. Ma kavit fazioù pe m'oc'h eus gwelladenoù
da ginnig, e vefen laouen d'o zegemer. Skrivit din : jan
barrennig-stagañ
mai
pik drapier
e ti numericable
pik fr
.